en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 11 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 11 a viz Even 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Gwask a vez laket war ar beizanted gant an departamant eme ar C'honf29

'Benn dilun e vo dalc'het prosez prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener an implij en departamant. Tamallet e vez dezho gant ar CGT ha c'hwec'h den en o anv dezho bezañ lakaet e plas ur sistem « harellerezh melestradurel » en departamant d'an dud vresk a c'houlenn an RSA. Divizet en deus Konfederasion ar beizanted mont asambles gante ha mont da gevrenn geodedel, partie civile e galleg, en afer-mañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Julien Taleg, mouezh-aotreet Konfederasion ar beizanted e Penn-ar-Bed.

35vet gouel "Arz er Chapelioù"

E flondrenn pe traonienn ar Blanvezh, kostez Pondi ha Baod e vo diskouezadegoù arz a vremañ da welet a-hed an hañv, etre an 3 a viz Gouere hag an 31 a viz Eost. Un digarez ivez da zizoloiñ ar glad lec’hel en ur mod all. 11 arzour hag arzourez eus Frañs ha broioù estren a gemero perzh ar bloaz-mañ. Madalen Peres, en karg eus degemer ar publik, a ginnig ar gouel deomp.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Misiloù a zo bet eskemmet adarre etre Iran hag ar Stadoù-Unanet

- Emsavadegoù gouennelour o deus plantet freuz ha reuz e Iwerzhon an Norzh

- Hiziv e krogo kib ar bed melldroad, a vo c'hoariet ar wech-mañ er Stadoù-Unanet, Merc'hiko ha Kanada

- Ur c'hlemm evit gwall bet enrollet tri miz zo e Sant-Brieg a c'hellfe bezañ liammet ouzh afer Lyhanna

- Kenderc'hel a ra ivez an afer Lyhanna da hejañ ar bed politikel e Frañs

- Rannvro Breizh eo unan eus ar rannvroioù e lec'h ma kaver ar muiañ a wallzarvoudoù labour

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio